Ar skol melezour ar republik
ISTOR
-------------------------------------------------
-------------------------------------------------
-------------------------------------------------
E 1870, ur Frañs nevez a vez gwelet, ganedigezh an 3de republik eo. Ur republik nevez erruet e fin ar brezel etre Bro C’hall ha Prusia. Ar brezel ‘ zo bet trec’het gant Prusia. Imoriek bras ‘ oa Frañs. Ur revañch bras a zo e-barzh penn ar Republikan. Evit prientiñ ar revañch-mañ e vez graet ar skoliata e Bro C’hall, melezour ideologiezh republikan met elbikerezhioù ‘ zo bet.
Ar bloavzhioù 1880 a zo merket dre cheñchamantoù bras e-barzh an deskadurezh C’hall, dre Jule Ferry hag e koñseller F.Buisson. Kraet o deus lezennoù nevez, lezennoù Ferry 1881-1882, al lezennoù-mañ a lak ar skol ret, digoust ha laik. Al lezennoù a redie ur skoliatezh ret etre 6 ha 13 vloaz, met tu vefe mont kuit a-raok ma on devoa bet ar “CEP” (certification d’étude primaire). Al laikelezh en deus lakaet kuit an deskadurezh relijiel er skolioù publik. E 1886, dre lezenn Goblet, difennet eo bet d’an dud eus an Iliz deskiñ d’ar vugale er skolioù publik.
Dre-se e oa tu d’ar stad mestroniañ ar skolioù evit prientiñ ar skolidi d’ar “revañch”. Evit-se, vije roet kentelioù moral, yec’hedoni, istor bro-c’hall, geografiezh frañs, ... Ur hierarkiezh sosial nevez oa bet, plas ar mestr er c’hlas en devoa cheñchet : ar mestr a oa lakaet uheloc’h eget ar skolidi, gwisket oa gant un uniform. Ar skol a oa “karget” da genteliañ ar gevredigezh, lakaet vije er skolioù skritellioù o tifenn ar vugale d’ober traoù ( da skouer e breizh, difennet ‘ oa komz brezhoneg, stufañ war al leur, ... ), e fin ar skritellioù e vije rediet ar vugale da zebriñ d’o zud an traoù-mañ. An diforc’h sosial en em ziskouezh dre skolioù. Daou skol oa diouzh al live sosial : al lise evit ar pinvidik, o diplom a oa ar bachelour, hag ar skol kentañ derez evit ar-re all, o diplom a oa ar “santifikad”. Daou stumm skol all a oa ivez : ur skol evit