Breizh
1 I. An oberour
A. Buhez an den
Ganet eo Filip Oillo (Philippe Oillo evit an aozadur sivil) e 1956 e Gwened, en ur familh gwriziennet e Teiz e Bro Wened uhel. Met tremen a reas e yaouankiz en Aljeria hag e Senegal, lec’h ma teskas un tammig wolofeg. Deskiñ a reas brezhoneg gant e dud kozh, ha goude-se e-unan, en ur genderc’hel gant e studioù, el lise e Dakar, e Pariz e klas “prepa” mat’ sup’ ha mat’ spe’ e lise Louis-Le-Grand, a-raok bezañ degemeret en ENAC e Toulouse, Skol Broadel an Nijerezh Sivil, e-lec’h ma tapas e ziplom ijinour.
E-pad pevar bloaz e labouras e¨Paris, evel ijinour, a-raok gellet mont da Vreizh da vevañ ha labourat war meur a bost. E Brest, e Renerezh an Nijerezh Sivil evit kornog bro Frañs emañ o labourat bremañ, e giz isrener. E Lannurvan e-kichen Landerne emañ o chom.
Kemer a reas perzh e krouidigezh Skol Diwan Landerne (ma voe prezidant anezhi e-pad 8 vloaz) ha festival Kann al Loar Landerne (ma voe prezidant anezhañ e-pad 10 vloaz).
E burev Diwan Breizh eo bet e-pad pell. E kuzul-merañ Ofis ar Brezhoneg emañ bremañ.
1 B. Ar skrivagner
Apokalips 9, e zanevell gentañ, a voe embannet e 1988 e-barzh Al Liamm. Reoù all a vo war e lec’h : Alc'hwez ar Baradoz, Sant Emilion Da Virviken, Al Loman dizanv, Palankin ar Seizh Plijadur Warn-Ugent,... E 1994 e teuas er-maez e kentañ levr : lodenn gentañ un droidigezh e brezhoneg diwar spagnoleg an XVvet kantved eus Levr bourzh Kristol Goulm pe Kristof Kolomb ( Levr bourzh ar Veaj kentañ, embannadurioù Al Liamm). E 1996, e voe embannet gant Al Liamm e gentañ romant, Blaz an holen, a zeas Priz Langleiz gantañ e 1995. Istor un den o vevañ e Brest hag o veajiñ eus Bro Wened don da vro Goumbala, ur vro faltaziet eus Afrika Zu. Disklêriet eo bet gantañ e vo eus un eil romant, un heuliadenn e gwirionez da vBlaz an holen, anvet C’hwezh ar pebr. Hiriv an deiz emañ o skrivañ anezhañ.