Breton 19ème siècle
1) Dihun an emskiant
Goude an dispac’h, n’eus ket mui eus Breizh nemet pemp departamant. Echu eo gant Breujoù Breizh.
Skeudenn , brud Breizh a ziskouez ur vro isdioroet, tud war-lerc’hiet - el levrioù istor. ur skeudenn a vo degemeret gant lod eus ar vretoned o-unan. - e 1831 e tiskleir ar ministr Montalivet e rank ar brezhoneg bezañ distrujet. - el lennegezh c’hallek : . “ Les Chouans “ gant Balzac . “93 “ gant Victor Hugo “ Ur yezh varv a gomz ar vretoned Ar pezh a ra d’o freder bevañ en un arched “
( Ar fentusañ eo e voe mesket ganto ar brezhoneg hag ar galloeg - rannyezh c’hallek reter Breizh m’eo lec’hiet darvoudoù an daou romant ! )
Diwar kement-se e teu un nebeud tud da zihuniñ, da dommañ ouzh o yezh, ouzh o broadelezh. An hini pouezusañ anezho, Yann Frañsez AR GONIDEG KERZENIEL ( 1775-1838 ), a voe “ tad speredel “ ur rummad tud yaouank ( Brizeux, Souvestre, Kervarker...) .
Diouzh ar c’hiz e teu ar romantelezh da vezañ ( Chateaubriand ) ha drezi Breizh.
( Evel Bro-Skos gant Walter Scott ).
E dibenn ar c’hantved ( 1898 ) , un nebeud bloavezhioù goude d’an deskadurezh e galleg bezañ bet lakaet evel un dra ret ( 1887 ), e vo krouet an “ Unvaniezh Broadus Breizh “ pe “ Union Régionaliste Bretonne “ a zeuio “ an emsav kentañ “ diwarni.
2) Studi ar yezh
Ar Gonideg a oa bet unan eus ar geltomaned gentañ 1807 : Grammaire Celto-Bretonne 1821 : Dictionnaire Celto-Breton 1847 : Dictionnaire Français-Breton
Diazezañ a ra ur skrivadur, o klask unvaniñ K/L/T ( rannyezhoù Kernev, Leon ha Treger ) Ne vo degemeret gant an eskibien nemet war-dro 1900.
E 1824 e troas Ar Bibl e brezhoneg evit misionerien brotestant a Vro-Gembre a ziazezas e Bro-Dreger hag e Bro-Vigouden ( Reverend David Jones ).
3) Lennegezh ar bobl
a) savet en XIXvet kantved
- Gwilherm RIKOU ( 1778-1848 ) Un tregeriad republikan a yeas d’ar relijion brotestant. Douget-kenañ e oa